jeudi 23 décembre 2010
jeudi 23 décembre 2010
Par Fañch Ar Ruz, jeudi 23 décembre 2010 à 15:16 :: Revue de presse :: #515 :: rss
Gwion, ul levr embannet kuit a wirioù, e galleg hag e brezhoneg
Gwion, kentañ erev ar bed, kentañ levr kuit a wirioù embannet gant Keit Vimp Bev.
Gwion, kentañ erev ar bed zo ul levr embannet nevez zo gant Keit Vimp Bev. Un darvoud bihan e bed an embann e brezhoneg eo peogwir eo embannet dindan an aotre Creative Commons. Divizet en deus ti Keit Vimp Bev heuliañ ar skrivagner-treser Fañch ar Ruz en avañtur-mañ en ur embann er mod-se ar c'hentañ levr brezhonek frank a wirioù ! Fañch, eus e du, en deus embannet e levr e galleg.
Perak embann ul levr dindan an aotre Creative Commons ?
Abaoe bloavezhioù e kenlabour Fañch ar Ruz gant Keit Vimp Bev. Pa oa bet anv eus embann e istor Gwion en doa goulennet gant an embanner ma vefe tu lakaat e levr dindan un aotre Creative Commons, evit ma vefe tu d'an nep a garo gwelout e labour hag eskemm tro-dro dezhañ. Asantet eo bet gant Keit Vimp Bev. E mod-se eo bet ganet Gwion, e brezhoneg, e galleg, war baper livet kaer ha war Internet !
Tu zo d'al lennerien tapout al levr war internet hag e bellgargañ en ur c'halite uhel, evit netra. Pep hini a c'hell moullañ al levr, e luc'heilañ hag e rannañ hervez termenoù an aotre. (Evit pellgargañ, kit da welet ar blog savet a-ratozh evit al levr : http://gwion.blog.free.fr).
Mard oc'h plijet gant al levr e c'hellit prenañ anezhañ war e stumm baper pe souten Fañch pe Keit Vimp Bev dre roadennoù. Pal an afer-mañ a zo skignañ ar yezh, skignañ istor un erev bihan a zizolo ar bed ha skignañ ivez tamm spered ar produioù frank a wirioù. Evit-se eo Internet ur benveg a-feson, implijet gant al lodenn vrasañ eus an dud hiziv an deiz. Tost eo spered an aotre frank a wirioù eus sevenadur Breizh ha graet o deus Fañch ha KVB ar bariadenn e vo prenet al levr memestra, peogwir e vo plijet an dud gant an istor ha peogwir o do c'hoant da gaout ul levr war baper, moullet brav.
Gant ar spi e vo priziet gant al lennerien ar raktres nevez ha kalonek-mañ !
Titouroù : Evit lenn ha pellgargañ evit netra an istor e galleg pe e brezhoneg : http://gwion.blog.free.fr
Posupl eo urzh-prenañ al levr e galleg (embannet gant Fañch, 10€) war http://boutique.fanch-bd.com
Posupl eo urzh-prenañ al levr e brezhoneg (embannet gant Keit Vimp Bev, 8€) war lec'hienn an embanner : http://keit-vimp-bev.info pe war lec'hienn Fañch : http://boutique.fanch-bd.com
Evit gouzout hiroc'h war labour arzel Fañch ar Ruz, kit d'ober un dro war e vlog personel http://blog.fanch-bd.com
Istor Gwion, kentañ erev arbed...
Setu an amzer-dic'houloù o tont war morskorneg an Norzh. Aon-bras rak an noz en deus Gwion, kentañ erev ar blanedenn. E-unan emañ. Graet eo e soñj : mont a ray kuit da zizoleiñ ur bed nevez...
Delphine Le Bras - YA n°290
Commentaires
Aucun commentaire pour le moment.
Ajouter un commentaire
Les commentaires pour ce billet sont fermés.